|
Kenavo ma zad, ma mamm, kenavo mignoned
Kenavo deoc'h tud yaouank diouzh parrez Langonned
Ne oa ket roet din da choaz dav oa din partial
Kaset'oan war ar mor bras, kuitaet ma Breizh-Izel
Me raen me ma finijenn da vitin betek noz
Da servij ar c'hapiten o sonjal e bro gozh
Un noznezh da hanter-eost deus kreiz ar vatimant
Gwel't a resen ma mestrez a-barzh bro Morbihan
Glebiet'oa ma daoulagad, an avel'oa uhel
Barzh an henv'oa ar stered a daole din sklerijenn
Ma vehen bet d'ar skolajo'm behe skrivet ul lizher
Da gontan ma holl boanio ha ma brasan mizer
|