|
Ni Breizhiz a galon karomp hon gwir vro
Brudet eo an Arvor dre ar bed tro dro
Dispont kreiz ar brezel hon tadou ken mat
A skuilhas eviti o gwad
..... Kan ha Diskan (improvisation) .....
O Breizh ma bro me 'gar ma bro
Tra ma vo 'r mor 'vel mur 'n he zro
Ra vezo digabestr ma bro
Ar Vretoned zo tud kalet ha krenv
N'eus pobl ken kalonek a-zindan an nenv
Gwerz trist, son dudius a ziwan eno
O pegen kaer ez out ma bro.
Breizh douar ar sent kozh, douar ar varzhed
N'eus bro all a garan kement 'barzh ar bed
Pep menez, pep traonienn da'm c'halon zo kaer
Enno 'kousk meur a vreizhad taer.
Mard eo bet trec'het Breizh er brezeliou bras
He yezh zo bepred ken bev ha biskoazh
He c'halon birvidik a lamm c'hoazh 'n he c'hreiz
Dihunet out breman, ma Breizh
|